Un disque pour l’animation nature en breton et en gallo
mercredi 3 mars 2010 (pour plus d'information, contacter Katell ...)

’Peus ket mezh ?
- ’M eus ket ! ’Barzh ar gwez-derv an hini eo ’vez kavet mez !
Ur bern farsadennoù ’vez moaien da glevet pa selaouer tad-kozh ha mamm-gozh ! Hag alies ’vênt troet war an natur, al loened bihan pe bras, legumaj ar jardin ha me oar. Ne vez ket aes d’ar vugale kompren anezhe a-wezhoù ’vat, kar ba kêrioù ’vez ar re-mañ o vevañ muioc’h-mui. Met pa grog ar vakañsoù ’vez moaien da vont d’ober un tamm tro war ar maez ha klevet c’hwezh ha trouz an natur, memes reoù evel ba ti tad-kozh ha mamm-gozh.
Ac’hanta bugale ! Hag ar re all ivez ! Ar bladenn Balafent a ginnig deoc’h hiraat ar vakañsoù un tamm bihan, gant richan al laboused, flapadennoù divaskell ar balafenned, kre kre kre ar grilhan, kontadennoù ar wezenn-avaloù hag ur bern istorioù evit kanañ ha dañsal c’hoazh. He fal dezhi : sikour ar vugale da greskiñ, da gompren gwelloc’h al liammoù ’vez etre an dud, al loened, ar plant hag an natur dre vras. Kompren da gentañ, karout ha doujañ goude ivez marteze. Bec’h d’ar buheziñ natur gant 17 kanaouenn en brezhoneg hag en gallaoueg !

Kan / Chant : Maelle Le Floc’h, Elsa Corre, Korentin Le Davay, Gweltaz Lintanf, Annaig Joannic, Awena Le Baron-Courtet, Katell Chantreau
Sonerezh / Musique : Kerfi Trouguer, Thomas Le Saulnier
Boued lipous / Cuisine résidence : Marie Jenkins
Tresadennoù / Dessins : Jean Bossard
Maketenniñ / Maquette : Fabrice Véronneau (zzzazzz gmail.com)
Kenurzhierez ar raktres / Coordination du projet : Katell Chantreau

Deomp barzh ar c’hoad (Maelle Le Floc’h)
Koko Pempoull (Korentin Le Davay)
Ur velc’hwedenn eus Kemper (Erwan Hemeury)
Une achee (Marie Chiffmine)
Dao ! Dao ! Dao ! (Aourel Cabrera & Bénédicte Direzon)
Ar voualc’h (hengounel)
Balafenn balafon (Katell Chantreau)
Koc’h ki du (Katell Chantreau)
Ar grilhan (Jean-Claude Le Ruyet)
Ar wezenn avaloù (Naig Rosmor)
Kistinenn (Jean-Claude Le Ruyet)
Dispac’h al loened (Claude Lintanf)
Le long du boués (hengounel)
Paour-kaezh buzhugennig (Yann Le Davay & Justine Morvan)
Medisin ar c’hleuzioù (Louis-Jacques Suignard)
Ar gwenan (Gwion Ar Vourc’h)
Ar skignan (Daniel Doujet)